Republik ar C'hab glas (portugaleg: República de Cabo Verde) zo ur stad afrikan er Meurvor Atlantel en inizi er-maez da aod Afrika. Didud e oant betek 1456, pa zeuas da vezañ un drevadenn da Bortugal. Ur stad dizalc'h e teuas ar vro da vout e 1975.
Dont a ra hec'h anv eus ar C'hab glas, a-dal dezhi war an douar bras.