Kolkida

Article on other languages:

Rouantelezhioù kozh Colchis hag Iberia, Copyright©2004 Andrew Andersen
Kartenn eus an XVIIIvet kantved

Kolkida, pe Kolc'his, a oa ar vro, war aod ar Mor Du, ma oa ar Maoutken aour, a eas Iason hag an Argonaoted d'e gerc'hat.

Hervez ar skrivagnerien e c'haller kompren e oa e Kolkida ur geoded-impalaeriezh trevadennet gant ar C'hresianed. Eus ar rouantelezh kozh-se e teu Georgia a hiriv.

Istor

E dibenn ar bloavezhioù 2000 a-raok JK e oa , e reter ar Mor Du, div rouantelezh o kreskiñ, hini Diaochi Daïaé, ha hini Kolkha (Κολχίς / Kolkhís pe Kolkhis e gregach) pe Kolkida, bro mojenn ar maoutken aour.

Aea a veze graet eus Kolkida a-wechoù, diwar anv an enez (m'edo ar roue Aetes hag e c'hoar Kirke o chom) en aber ar stêr Phase (a zo Rioni hiziv). Gant ar stêr-se e oagraet an disparti, hervez soénj Hellaziz kozh, etre Europa hag Asia, hag aleshont e c'halled merdeiñ c'hoazh war-zu ar reter.

Gant Hellaziz Milet(os) e voe savet trevadennoù en VIIIvet kantved kent JK, ha da gentañ-penn hini Diaskourias, a voe anvet Sebastopolis diwezhatoc'h, hag a zo Soukhoumi hiziv. Bevennet e oa Kolc'his gant ar Menezioù Kaokaz en hanternoz ha klotaén a ra tamm pe dam gant Georgia hiziv. War-dro 330 kent JK e voe skarzhet ar Bersed ac'haleno gant Alesant Veur (-336/-323)

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.