|
Article on other languages:
|
Ul loen a zo aparchant da renkad bras al loened, unan e-touez re an organegoù bev, renket er renad an animalia pe metazoa. Peurliesañ e vezont lieskelliged, gouest santiñ ha loc'hañ ha oc'h euvriñ dre ur genou o boued sachet diwar vevien all. Respontoù prim d'o endro e vezont gouest ober d'an aliesañ. Steuñv o c'horfoù a vez stabilet e mare o diorroadur evel krouell ha pa vez ur prosez metamorfozennoù da-c'houde.
Perzhioù pennañAl loened a zo eukarioted ha lieskellig hag aze emañ an diforc'h brasañ diwar ar bakteriennoù hag ar bezhin. Loen e brezhonegImplijet e vez loen (gourel, liester loened) er brezhonegva a-bezh gant distagadurioù lec'hel (loan, lonn, etc...) nemet e Bro-Leon ma raer di gant aneval (tost ouzh ar galleg animal) hag e vez anavezet ar ger loen evit ar marc'h. Furmoù hollelImplijet e vez loen evit sevel anvioù hollel al loened dre ouzhpennañ anv al loen d'ar furm stroll. Kavout a reer : Furmoù krevrennet
Gerioù deveret
Article keywords: hotel loen, |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.