Etre 1901 ha 1964 e veze termenet al litr evel volum 1 c'hilogramad dour pur da 4 derez Celcius ha dindan ur gwask a 760 milimetrad merkur. E-pad ar mare-se e voe al litr tost ouzh 1,000028 dm³. E 1964 e voe adlakaet an termenadur kozh da dalvezour en-dro.
Ur santimetr kub (cm³) a zo kevatal gant volum ur c'hub dezhañ kerioù 1 santimetrad hirder. Unanenn volum diazez ar sistem CGS e oa, hag un unanenn SI lezennel eo. Kevatal eo gant ur mililitr (mL).
Ur milimetr kub (mm³) eo ar volum kevatal gant hini ur c'hub dezhañ kerioù 1 milimetrad hirder.
Ur c'hilometr kub (km³) eo ar volum kevatal gant hini ur c'hub dezhañ kerioù 1 c'hilometrad hirder.