Paul Newman a oa bet ganet d'ar 25 a viz Genver 1925 e [Cleveland]] en Ohio. Yuzev alaman e oa e dad ha katolik e oa he mamm, a oa-hi a orin hungarat. Hennezh a rae ur Yuzev anezhañ eñ e-unan. Kemer a reas perzh e brezel ar meurvor Habask etre 1941 ha 1945. Gloazet e oa bet ha difennet e oa bet outañ ober sport. Setu perak en em ouestlas d’ar c’hoariva. Da gentañ en doa studiet an arz dramatek e skol an arzoù dramatek Yale, da c'houde en Actor's Studio e New York ]] [1], gant Lee Strasberg. Ha setu eñ nebeut amzer goude da vont war al leurenn e Broadway da c’hoari pezhioù evel “Picnic” (1953) pe “The desperate Hours” (1955). Deuet e oa brud warnañ gant ar pezhioù-se.
Adalek 1954 e krog da c’hoari evit filmoù. “The Silver Chalice”, bet sevenet gant Victor Saville, eo anv e film kentañ.
Plijet e oa bet an dud gantañ er filmoù "The Left Handed Gun”, sevenet gant Arthur Penn (1957), “Cat on a Hot Tin Roof hag “Exodus” (1960).
E 1961 en doa c'hoariet er film "The Hustler”. Adc’hoari en doa graet roll e dudenn er film “The Color of Money”, sevenet gant Martin Sorsese (1986). Gant “The Color of Money” e voe enoret Paul Newman gant Oscar an aktor gwellañ en ur roll kentañ.
Filmoù pouezus all zo e filmografiezh : “Cool Hand Luke” (1967), “Butch Cassidy and the Sundance Kid” (1969), The Sting (1973), The Towering Inferno (1974), “Fort Apache the Bronx” (1981), “The Verdict'” (1982).
Adalek 1959 e voe dedennet Paul Newman gant ar seveniñ filmoù. Kregiñ a reas seveniñ ur film berr : On the harmfulness of tobacco”. Da c’houde e kendalc’has war an hent-se gant “Rachel, Rachel (1968). “The Effect of Gamma Rays on Man-in-the-Moon Marigolds (1972), “The Glass Menagerie” (film 1986).
E miz Kerzu 1949 en doa dimezet gant Jackie White. Chomet e oant dimezet betek 1958 ha 3 bugel o deus bet : Scott (1950-1978), Suzan (1953) ha Stéphanie (1954).
E 1958 e timezas gant an aktourez Joanne Woodward, bet anavezet gantañ pa oa oant o c'hoari ar film The Long, Hot Summer. Pilet o deus ur rekord o-daou : ar c'houblad dimezet o doa bevet ar pellañ amzer asambles e Las Vegas. Teir merc'h o deus : Elina-Teresa (1959), Melissa-Stewart (1961) ha Cela-Olivia (1965).
Ouzhpenn c'hoari er filmoù en doa pledet Paul Newman gant obererezhioù a garitez a bep seurt. Krouet en doa, da skouer, ur merk boued (Newman’ Own) a veze roet ar gounidoù da aozadurioù a garidez evit ar vugale. Aozañ a rae kampoù evit degemer ar vugale klañv gant ar c’hrign-bev ha reiñ a rae arc’hant d'ar c'hreizennoù a zegemer an dud klañv gant an dramm hag an alkool.
E 1968 e oa deuet da vezañ dileuriad Kendivizad Demokratel Chicago evit Connecticut. Kemeret en doa perzh ivez e koulzadoù kabaliñ Eugene McCarthy hag ivez er prezegennoù war an dizarmerezh nukleel a veze aozet gant McGovern.
A-bouez e oa bet ivez ar roll c’hoariet gantañ evit stourm a-enep an dramm. Evit gwir, krouet en doa, asambles gant e wreg, an “diazezadur Scott Newman evit derc'hel koun eus e vab aet da Anaon abalamour d'ur rezoenad. Skoazellañ a rae al luskadoù difenn ar gwirioù keodedel ivez.
Anavezet e oa Paul Newman peogwir e ouestle amzer hag arc'hant er sportoù kirri. Perc’henn e oa evit darn war ar marchosi sport Newman/Haas/Lannigan Racing.
Article keywords: in life newman paul picture, paul newman film, paul newman biography, paul newman picture, paul newman and joanne woodward, paul newman filmography, paul newman photo, actor paul newman, rolex daytona paul newman,