|
Article on other languages:
|
Ur vicher hag un hollad micherioù eo ar peskerezh, pe ar pesketaerezh, dezhañ da bal tapout ha gwerzhañ pesked hag kement loen-mor a c'hell bezañ lakaet war ar marc'had. Ar besketaerien a ra war-dro an dastum er mor, un ober a vez anvet hervez anv al loen e brezhoneg : pesketa evit dastum pesked, grilheta evit ar grilhed, kregina evit ar c'hregin, kranketa evit ar granked hag all.
Reizhoù pesketaArdivinkoù hag ostilhoù arbennik a vez implijet hervez al loened-mor a glasker tapout :
Bagoù pesketaBagoù pesketa a bep seurt hag a bep ment a zo bet implijet evit ar peskerezh abaoe kantvedoù eus ar bagig e ler war ur framm aozilh a veze fardet kant kantved'zo betek listri divent ar peskerezh greantel (sellit dindan) a vez implijet hiziv. Gant lusk ar roeñvoù, ar gouelioù hag ar ar c'hefluskerioù e vezont kaset war vor. Porzhioù pesketaPeskerezh greantelSell ivez
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.