|
Article on other languages:
|
Somaliland (Soomaaliland e somalieg) a oa gwechall un drevadenn saoz war aod Korn Afrika. E 1960 e oa bet unanet gant Somalia italian da vont d’ober Republik Somalia. D’an 18 a viz Mae 1991 e oa en em zistaget diouzh Somalia. Abaoe avat n’eo bet anavezet republik Somaliland gant gouarnamant estren ebet. Emañ Somaliland etre Etiopia er c’hornôg hag er su, Djibouti er gwalarn, Pleg-mor Aden en norzh, ha rannvroioù emren Maakhir ha Puntland (Somalia) er reter. Harzoù Somaliland er reter n’int ket sklaer, rak n’eus ket emglev warno gant renerien Puntland ha Maakhir. Hargeysa eo ar gêr-benn. IstorKregiñ a reas an trevadennerezh saoz e 1884. E-pad an Eil brezel-bed e voe aloubet gant arme Italia e 1940, ha staget ouzh an trevadennoù italian all (Eritrea, Somalia), hogen adaloubet e voe gant ar Saozon bloaz war-lerc'h. D'ar 26 a viz Mezheven 1960 e teuas Somaliland da vezañ dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. Ur vro anezhi hec'h-unan e voe e-pad pemp devezh a-raok en em unaniñ gant Somalia italian d'ar 1añ a viz Gouere, da vont d'ober Republik Somalia. Hogen e-pad pell e voe dizemglev etre ar meuriadoù disheñvel hag enebiezhñ etre o fennoù evit mont e penn ar vro. Er bloavezhioù 1980 e voe brasoc'h-brasañ an dizemglev-se, ha da-heul bloavezhioù a emgannoù e voe embannet republik Somaliland, evel ur stad distag diouzh Somalia e 1991. En em ren a ra abaoe evel ur stad dizalc'h met n'eo ket bet anavezet evel-se betek-henn er bed, daoust m'he deus darempred gant un nebeud stadoù en diavaez (Djibouti, Etiopia, Breizh-Veur...). Liammoù diavaez
Stadoù Afrika
Aljeria • Angola • Aod an Olifant • Benin • Botswana • Burkina Faso • Burundi • Djibouti • Egipt • Eritrea • Etiopia • Gabon • Gambia • Ghana • Ginea • Ginea-Bissau • Ginea ar C'heheder • Kab Glas • Kameroun • Kenya • Komorez • Republik Kongo • Republik Demokratel Kongo • Republik Kreizafrikan • Lesotho • Liberia • Libia • Madagaskar • Malawi • Mali • Maouritania • Maroko • Mozambik • Maoris • Namibia • Niger • Nigeria • Ouganda • Rwanda • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Sierra Leone • Somalia • Soudan • Suafrika • Swaziland • Tanzania • Tchad • Togo • Tunizia • Zambia • Zimbabwe Tiriadoù dalc'het: Inizi Kanariez • Ceuta • Melilla • Mayotte • Madeira • Reunion • Saint Helena • Tiriad breizhveuriat Meurvor Indez Broioù ha n'int ket anzavet: Sahara ar C'hornog • Somaliland Article keywords: somaliland center, somaliland news, somaliland net, somaliland tv europe, radio somaliland, italian somaliland, somaliland today, british somaliland, somaliland embassy, |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.