Uslimestra

Article on other languages:

Skeudennadur eus ur gorzenn hag a daol skinoù uslimestra

Ar skinoù uslimestra (UV) zo ur skinadur tredanwarellek dezhañ un hirder gwagenn etreat etre hini ar gouloù gwelus hag hini ar skinoù X. Dizoloet eo bet ar skinoù uslimestra e 1801 gant ar fizikour alaman Johann Wilhelm Ritter a-drugarez d'o gwered kimiek war ar gloridenn arc'hant. Talvezout a ra o anv kement hag « en tu all d'al limestra », o vezañ ma'z eo al limestra al liv en deus an hirder gwagenn berrañ eus holl ar gouloù gwelus.


Gallout a reer rannañ ar skinoù uslimestra en UV tost (380-200 nm hirder gwagenn) hag e skinoù uslimestra pellañ (200-10 nm). Pa vez kaoz eus efedoù ar skinoù uslimestra war yec'hed an dud e ranner anezhe alies en UV-A (400-315 nm), UV-B (315-280 nm) hag UV-C (280-10 nm).


Liammoù diavaez

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.