|
Article on other languages:
|
Wikipedia (da vezañ distaget /wiˌkipe'di:a/ e brezhoneg) zo un holloueziadur digor, frank a wirioù, digoust, hollvedel ha liesyezhek en deus kavet bod war ar Genrouedad. Kenskrivet e vez a-stroll gant tud a-youl-vat war al lec'hienn (http://br.wikipedia.org/) evit an doare brezhonek. Implijout a ra teknologiezh Wiki ar blogoù, ar pezh a dalvez e c'hall ar pennadoù zo warnañ bezañ kemmet, ha klokaet gant an holl koulz lavaret. Pennadoù a c'haller ouzhpennañ evel a garer. Sellet a ra an anv ouzh ur raktres hollekoc'h ivez a zo e bal sevel un holloueziadur bras digoust ha frank a wirioù. D'ar 15 Genver 2001 e oa bet loc'het gant ar raktres gant ar soñj klokaat ur raktres all anvet Nupedia. Kaset eo da benn bremañ, hag arc'hantaouet ha meret, gant an Diazezadur Wikimedia, un aozadur n'eo ket e bal dastum madoù anezhañ. Abaoe an deroù n'eo ket paouezet brud ar raktres da greskiñ ha, diwarnañ, ez eus bet ganet raktresoù kar, evel Wikeriadur, Wikilevrioù ha Wikikeloù. Ingal e vez meneget pennadoù Wikipedia war mediaoù a bep seurt ha gant akademiezhioù a oar priziañ an doare ma vez skignet, ar frank m'eo ar savidigezh anezhañ ha pegen ledan eo an dibab tachennoù goloet gantañ. Broudet e vez aozerien ar pennadoù da gaout un emzalc'h neptu a c'haller drezañ lakaat ar gaoz war perspektivennoù ledan hep mennout diazezañ ur wirionez objektivel. Met, dre m'eo digor just a-walc'h, e sav kudennoù ingal abalamour d'an diresis ma c'hall pennadoù zo bezañ, hag en abeg da zroukc'hoantoù Vandaled zo. Tabut zo war statud Wikipedia a-benn gouzout ha gallout a reer sellet outañ evel ouzh un oberenn dave. Abeg zo bet kavet er raktres evit e du sistemek, e zoug da gavout gwell ar c'henasant kentoc'h eget reiñ kredoù, hag abalamour d'an diouer a aotrouniezh hag a atebegezh d'ar c'hentañ sell pa vez keñveriet ouzh holloueziadurioù all. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù minorelaet atav, hag ar brezhoneg en o zouez, ez eo Wikipedia ur chañs dispar evit kas da benn en hor yezh un oberenn ledañ deskamant n'he deus ket he far a-hend-all war baber, hag a goustfe ker-ruz he sevel ma vije soñjet sevel ur raktres heñvel distag. E-tro 200 stumm disheñvel zo eus Wikipedia, azasaet dre yezh (en o zouez ez eus ur c'hant bennak zo oberiant). Setu an dek stumm enno ouzhpenn 50 000 pennad : saozneg, alamaneg, galleg, japaneg, italianeg, poloneg, svedeg, nederlandeg, portugaleg ha spagnoleg. Skignet eo bet ar stumm alamaneg anezhañ dre Sedeoù, ha meur a adstumm all zo bet eilet pe azasaet gant lec'hiennoù Web a bep seurt. Kinniget eo Wikipedia d'ar mediaoù, war ar bajenn Wikipedia:Teuliad kelaouiñ.
A belec'h e teu an anvSavet eo bet ar ger Wikipedia diwar div elfenn :
A-dreñv an nevezc'her Wikipedia emañ soñj ar ouiziegezh a zalc'h he lusk da vont war-raok ha d'en em ledañ da viken dre nevesadurioù dibaouez. E brezhoneg e vez graet gant ar ger Wikipedia evel gant ur ger gourel. Dezverkoù pennañTri dezverk pennañ zo d'ar raktres Wikipedia hag a laka anezhañ da vezañ hep e bar. Drezo-holl emañ termenet lec'h Wikipedia war ar World Wide Web:
Dezverk splannañ Wikipedia eo e c'hall pep hini degas cheñchamantoù en holloueziadur hep goulenn an aotre d'en ober ouzh den ebet. Diwar-se an droienn saoznek It's not a bug it's a feature (N'eo ket un draen, e-giz-se eo bet savet) bet lakaet war wel war (Time magazine an 18 Gouere 2005 en ur venegiñ komzoù Jimbo Wales). Klotañ a ra gant ar respont klasel a veze roet e mareoù kentañ ar raktres d'ar weladennerien nevez souezhet-mik o tizoleiñ e oant gouest da gemmañ ar pajennoù hag a gase diouzhtu posteloù evit kemenn e oa bet kavet un draen a-dreuz ganto en holloueziadur. IstorOrin ar raktresHarpet eo Wikipedia gant ar meziantoù frank ha Free Software Foundation (diazezadur evit ar meziantoù frank) Richard Stallman. Unan eus an dud zo bet ledet ganto mennozh un "holloueziadur frank hollvedel eo Stallman" (sellet ouzh e studiadenn enlinenn hag e saozneg "The Free Universal Encyclopedia and Learning Resource") a-raok na vije krouet Wikipedia ha Nupedia. NupediaGanet eo Wikipedia e penn-kentañ diwar Nupedia, anezhañ ur raktres holloueziadur digoust enlinenn bet krouet e miz Meurzh 2000 gant Jimmy Wales hag harpet gant an embregerezh Bomis (m'eo Jimmy Wales ar c'hevranneg) brasañ), bet kemeret perzh gantañ e budjed ar raktres ha divizet gantañ enfredañ Larry Sanger leunamzer evel pennskridaozer. Dre ma yae holloueziadur Nupedia en-dro gant ur c'huzul skiantel, ne'z ae ket kaer war-raok. E Genver 2001, hegazet gant ar gorrek ma oa an araokadennoù e tiviz Larry Sanger krouiñ ur Wiki a-benn kreskiñ tizh diorren ar pennadoù. Deuet eo ar soñj-se da implijout furmad ar wiki evit sevel un holloueziadur da-heul ur gaozeadenn etre Larry Sanger hag ar programmour Ben Kovitz en doa displeget dezhañ keal ar wikiwiki e-kerzh ur pred e San Diego, e-kerzh mintinvezh an 2 a viz Genver 2001. Kinnig a ra neuze Larry Sanger da Jimmy Wales lakaat da gejañ galloudegezh ar furmad wiki gant savidigezh un holloueziadur gwevnoc'h. Ganet e oa holloueziadur Wikipedia. WikipediaKrouet gant Jimmy Wales ha Larry Sanger, eo bet ganet Wikipedia e saozneg d'ar 15 a viz Genver 2001. Daou viz war-lerc'h e oa savet ur stumm e galleg, bet krouet ent ofisiel d'an 23 a viz Meurzh 2001, anezhañ eilstumm kentañ an holloueziadur en ur yezh all estreget ar saozneg. Abaoe, n'en deus ket paouezet lusk liesyezhek an holloueziadur d'en em ledañ. D'an 22 a viz Mezheven 2004 eo bet krouet stumm brezhonek an holloueziadur d'e dro. Ur wech digoret Wikipedia en deus kendalc'het Larry Sanger da labourat a-genstur war Nupedia ha Wikipedia ha kemeret en deus perzh e savidigezh an darn vrasañ eus reolennoù mont en-dro kentañ Wikipedia. E C'hwevrer 2002 e vez lamet kuit gant Bomis ar budjed gouestlet da c'hoprañ anezhañ evit e labour evit Nupedia ha Wikipedia. Reiñ a ra Larry Sanger e zilez ofisiel eus e gargoù a bennskridaozer Nupedia hag a benngenurzhier Wikipedia d'ar 1añ a viz Meurzh 2002, kargoù sevenet gantañ a-youl vat da neuze. Er bloavezh da-heul disparti Larry e chom a-sav raktres Nupedia, strobet gant ar gorrek ma oa e gresk (serret eo bet Nupedia ent ofisiel d'ar 26 a viz Gwengolo 2003) tra ma kendalc'h Wikipedia da ziorren. Abaoe eo aet war-raok raktres Wikipedia dre genasant, en ur implijout ar reolennoù hag an erbedadennoù azasaet gant ar berzhidi a-feur ma yae ar raktres war-raok. D'an 20 a viz Mezheven eo bet krouet Diazezadur Wikimedia, http://wikimediafoundation.org, evit merañ hag arc'hantaouiñ raktresoù disheñvel Wikipedia. Savet eo bet penreolennoù Diazezadur Wikimedia e-kerzh Genver 2004. SEDEROM : kinniget ez eus bet sevel un doare paper ha sederom eus Wikipedia e miz Eost 2003 gant Jimmy Wales. Gwerzhet e vez doare alamanek Wikipedia war sederom abaoe eil c'hwec'hmiziad 2004. Aet omp hebiou da niver arouezel an 10 000 skouerenn gwerzhet e miz Ebrel 2005. Mekenaz : Evit talañ ouzh kresk an niver a bennadoù hag a lennerien en deus divizet Diazezadur Wikimedia skoulmañ un emglev gant Yahoo a bourchaso servijerioù lec'hiet en Azia. (Kemenn a ra Diazezadur Wikimedia skoazell Yahoo, teul kelaouiñ klok) PerzhidiSavet e vez Wikipedia war ar pemdez gant kenrouedadourien niverus, a reer Wikipedourien anezho, o tont eus ar bed-holl. N'eus ket den ebet e "penn" raktres Wikipedia anavezet evel-se. E-pad 13 miz (adal Genver 2001), eo bet implijet Larry Sanger gant Bomis (an embregerezh m'eo Jimmy Wales ar c'hevranneg pennañ anezhañ), evit e labour pennskridaozer ha penngenurzhier ar Wikipedia saoznek. Lavaromp memes tra eo bet lakaet al labour bet sevenet abretoc'h gantañ evit Nupedia (adal Meurzh 2000) e-barzh Wikipedia. E zilez en deus roet Larry Sanger eus Wikipedia ha Nupedia d'ar 1añ Meurzh 2002. Implijidi Bomis (gwechall pe bremañ) a gemer perzh pe zo bet o kemer perzh er raktres, pe war an holloueziadur (evel Tim Shell), pe evel stlennegourien (evel Jason Richey ha Toan Vo). War ar Wikipedia brezhonek n'eus ket bet biskoazh a bennskridaozer ha meret eo ar raktres penn-da-benn gant ar berzhidi a-youl vat. Evit kemer perzh eo trawalc'h lenn ar pajennoù skoazell kammedoù kentañ ha, diouzh an dro, krouiñ ur gont. E tu an teknikBez' ez eo Wikipedia hag e raktresoù kar WikiWikiWeboù frank. Savet int bet e penn kentañ gant kumuniezh stlennegourien ar meziantoù dieub. Lec'hiennoù Web dinamek eo ar Wikioù a c'hall an holl weladennerien anezho degas kemmoù er pezh emaint o lenn. Eeunoc'h a-galz eo ar WikiWiki eget an HTML; trawalc'h zo gant un nebeud munutennoù evit deskiñ an doare (daou skrab evit an italek, tri evit skrivañ tevoc'h, div sonell evit ul liamm). War ur Wiki e steuz kuit ar vevenn etre an aozer hag ar gweladenner. Bet krouet e 1995 gant Ward Cunningham, e teu anv ar wiki eus an hawaieg "WikiWiki", a dalvez "prim". War Wikipedia e ouzhpenn ar berzhidi o degasadennoù ouzh re tud all hag e tivankont fazioù ar skridaozerien all en ur genlabourat war demoù diaes hag en ur zoujañ d'ur savboent neptu. Atav e vez miret istor pep degasadenn war ur Wiki. Evel-se, ha pa zeufe "Vandaled" (lesanv an dud a zispenn endalc'had pajennoù zo) da c'hoari, ne vez ket morse lakaet en arvar ar boued zo war ar Wiki. Wiki brasañ ar bed eo Wikipedia bremañ. Mont a ra en-dro Wikipedia gant ar meziant frank MediaWiki An diaraogerienD'an Henamzer e sav ar soñj da vodañ en ul lec'h hepken hollad gouiziegezhioù an denelezh, gant levraoueg Aleksandria ha Pergam. Ar c'heal modern-eñ, zo bet diorroet gant an holloueziadurioù, gant Denis Diderot hag an holloueziadurourien all en XVIIIvet kantved. E dibenn an XIXvet kantved e vez ijinet gant daou Velgad Henri La Fontaine ha Paul Otlet ar Rummatadur dekvedennel hollvedel; spurmantiñ a reont ur reizhiad a vo deskrivet evel-henn gant Otlet : "Tu zo da ijinañ an teleskop tredan a c'hallor lenn drezañ, er gêr, levrioù dispaket e sal Telesk al levraouegoù bras, war bajennoù bet goulennet en-araok. Sed a vo ar pelllevr". Adkavet e vo mennozh un dreugenn emgefreekaet, a yafe pelloc'h eget moullañ dafar evit sevel un holloueziadur gwevnoc'h ha klokoc'h, e danevell H. G. Wells World Brain (1937), hag e spisweladenn dazonel Vannevar Bush al liamm gourskrid anvet Memex gantañ en e bennad As We May Think (1945). Ur c'hammed pouezus war-raok a oa bet graet gant Ted Nelson hag e raktres Xanadu e (1960) ivez. Gant diorroidigezh ar Genrouedad ez eus bet klasket gant meur a hini sevel holloueziadurioù enlinenn. Pouezañ en deus graet prezidant an FSF, Richard Stallman, war talvoudegezh un holloueziadur hollvedel mammenn zeskiñ dieub e 1999. Diwar-benn krouidigezh Wikipedia e lavaras e oa aze ur c'heloù entanus. Broudet e vez an holl da weladenniñ ha da gemer perzh el lec'hienn gant an FSF. Raktresoù karC'hoarvezout a ra e vefe keñveriet Wikipedia ouzh ar raktresoù kenlabour stroll enlinenn-mañ :
Wikipedia e yezhoù allTu zo da gavout Wikipedia hiziv e 200 yezh bennak. E-kreiz Here 2005 e oa 8 holloueziadur enno en tu all da 100 000 pennad ha 31 holloueziadur gant muioc'h eget 10 000 pennad. Ar pevar doare brasañ o vezañ ar Wikipedia saoznek (776 000 pennad), alamanek (305 000 pennad), gallek (177 000 pennad) ha japanek (148 000 pennad). E 2005 eo loc'het da vat ar wiki brezhonek ha, daoust d'an dale tapet e penn-kentañ, eo aet ar raktres war-raok en un doare souezhus. SañsurE Sina, e vez sañsuret ingal Wikipedia gant ar gouarnamant a vir ar moned ouzh an holl genrouedadourien, evel adal an 19 Here 2005. Pellgargañ an diaz roadennoùTu zo da bellgargañ roadennoù Wikipedia (zo en un diaz titouroù), war http://download.wikipedia.org Doare renkañ ar pennadoù
Taolenn mont war-raok ar Wikipedia brezhonek
D'an 19 a viz Gwengolo 2005 eo bet tizhet bevenn arouezel ar 1000 pennad ha d'ar 6 a viz Du 2005 eo bet tizhet an 2000. En em gavout a ra bremañ ar brezhoneg e-kreiz taolenn ar yezhoù enno ur stumm eus wikipedia, a-us d'un toullad yezhoù Stad zoken. Muioc'h a ditouroù zo war Sitemap hag ivez war an Deizlevr. Raktresoù kar
Gwelet ivez
heuliañ wikipedia : wikipedia heuliet gant Alexa.com, a laka anat araokadennoù wikipedia.
Article keywords: wikipedia english, wikipedia free encyclopedia, naruto wikipedia, prince wikipedia, anna nicole smith wikipedia, wikipedia in english, encyclopedia free home page wikipedia, 2006 encyclopedia wikipedia, wikipedia español, |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.